Ti ar Vro Gwened – D’ar Gwener 9 a viz Here – 8e30 da noz
Prezegenn get Glenn Gouthe
Zavier Langleiz hag ar brezhoneg.
Ar brezegenn-mañ kinniget get Glenn Gouthe a zo lodek ag ul labour enklask doktorelezh diwar-benn Zavier Langleiz/Xavier de Langlais, ur brezhoneger pouezus e Bro-Gwened.
Tremen a ra al livour hag ar skrivagner-se d’un arzour meur, koulz e Breizh hag en estrenvro.
Displeget e vo amañ e liamm get ar brezhoneg.
– E oberenn lennegel (ha traoù diembann)
– E zastumadegoù kontadennoù ha sonennoù e-harz Gourenez Rewiz
– E roll evit peurunvanidigezh ar yezh skrivet.
Setu un nebeut temoù a vo displeget.
E galleg e vo graet ar brezegenn.