Ar Brezhoneg e Bro Gwened

Degemer » Ar Brezhoneg » Ar Brezhoneg e Bro Gwened

Ar brezhoneg

"Ar brezhoneg a zo ur yezh indez-europek, komzet abaoe ouzhpenn 1 500 bloaz."

Unan eus ar yezhoù keltiek eo, komzet e Breizh. Kavet eo bet skridoù e brezhoneg adalek an 8vet kantved. Hiziv an deiz eo komzet c’hoazh gant 200 000 a dud.

Bro Gwened (Tolpadoù Kêrioù Morbihan-Gwened, Kistreberzh, hag Arc’h Kreisteiz Breizh) a zo evit un darn war Breizh Uhel e-lec’h ma vez graet gant ar gallaoueg, ha Breizh Izel e-lec’h mavez graet gant ar brezhoneg. Tolpad g
Gwened a zo war dachenn ar brezhoneg, graet e vez gant ar gallaoueg muioc’h mui o vont war reter ar vro.

Ar politikerezh lusket gant ar Stad C’hall evit kas da get ar brezhoneg a zo deuet kazi a-benn. Ne chom nemet un nebeut tud oc’h ober gant ar brezhoneg, hag, hervez an UNESCO, eo ar brezhoneg en arvar mont da get. Niver ar re he c’homz,a zo aet kalz war gil. Ar Brezhoneg a zo bet lakaet a-gostez, berzhet er skol ha skarzhet eus ar servijoù ofisiel. Ha paouezet eo bet da dreuzkas anezhi en tiegezhioù, abaoe eil hanterenn an XXvet kantved.

Koulskoude ul lusk a zo bet roet abaoe ar bloavezhioù 1970 evit ma chomfe bev ar brezhoneg. Krouet eo bet skolioù Diwan e 1977, ha skignet eo bet er skolioù publik ha prevez, e seurt ma vefe tud nevez oc’h ober gant ar brezhoneg. Daoust ma n’eo ket ar bugale o teskiñ brezhoneg er skol ouzhpenn 3% eus ar skolidi dre vras, o niver a gendalc’h da greskiñ, pezh a ro spi e vo dalc’het bev ar brezhoneg. Ar c’hresk a vo hervez ar bolitikerezh renet. Skouer Kembre hag Euzkadi a lak da wel e c’hell bezañ adkroget gant implij ar yezh, ma’z eo youlek hag harpet ar bolitikerezh evit ar yezh.

Brezhoneg Bro Gwened

Lorem ipsum dolor sit amet, consectetur adipiscing elit, sed do eiusmod tempor incididunt ut labore et dolore magna aliqua. Ut enim ad minim veniam, quis nostrud exercitation ullamco laboris nisi ut aliquip ex ea commodo consequat. Duis aute irure dolor in reprehenderit in voluptate velit esse cillum dolore eu fugiat nulla pariatur. Excepteur sint occaecat cupidatat non proident, sunt in culpa qui officia deserunt mollit anim id est laborum.

Danvez

Stad ar brezhoneg e korn-bro Gwened

Ofis Publik ar Brezhoneg, 2010

Evit gouzout hiroc’h war stad ar brezhoneg e Bro Gwened, e c’hellit sellout ouzh ur studiadenn graet gant Ofis Publik ar Brezhoneg e 2010.

Pellgargit an doser amañ-dindan evit gouzout hiroc’h war emdroadur a brezhoneg e korn-bro Gwened.

E 2018, eo bet graet, dindan renerezh Rannvro Breizh, un enklask yezh ha kevredigezh, evit gouzout peseurt hent a oa bet gant ar brezhoneg e doug ar bloavezhioù paseet.

Deskiñ brezhoneg

Kelennet e vez brezhoneg e skolioù ‘zo Bro Gwened. Gouzout hiroc’h…

Kentelioù Brezhoneg a zo ivez evit an dud gour, e stumm stumm kentelioù noz pe stummadurioù hir.Gouzout hiroc’h…

Ar brezhoneg er c'henwerzhioù

Gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg, a zo staliet e Ti ar Vro e Gwened, eo bet krouet an arload
Stal.bzh. Ar benveg-se a zo graet evit kavout an tiez kenwerzh hag ar servijoù oc’h ober gant ar brezhoneg pe oc’h harpañ anezhi. 500 embregerezh a zo renablet e Breizh a-bezh evit ar poent.