Ti ar Vro Bro Gwened​

Degemer » Ar Gevredigezh Ti ar Vro Bro Gwened

Ar gevredigezh

Ti ar Vro Bro Gwened, ti sevenadur Breizh e korn-bro Gwened,

a zo douget gant ar gevredigezh anvet Emglev Bro Gwened.

Kevreañ a ra ar rouedad-se kevredigezhioù oberiant
war tachenn ar sevenadur e korn-bro Gwened.

Labourat a ra war 3 tolpad kerioù : 

  • Morbihan Gwened Tolpad,
  • Kistreberzh Tolpad
  • Arc’h Kreisteiz Breizh

Ledet eo eta Emglev Bro Gwened war ur c’horread enni 59 kumun, holl intreset gant skign sevenadur Breizh ha Bro Gwened.

Bez ‘zo war an dachenn ul lod brezhoneger hag ul lod all gallaoueger, pezh a ra eo ispisial he sevenadur. 

Kefridioù pennañ d’Emglev Bro Gwened a zo :

  • Kevreañ ar re a labour evit Sevenadur Breizh
  • Dileuriañ kevredigezhioù sevenadurel Breizh e-touez ar galloudoù publik eus ar vro
  • Treuzkas ar brezhoneg ha sevenadure Breizh
  • Broudañ hag harpañ oberoù ar c’hevredigezhioù
  • Reiñ lañs da oberoù boutin
  • Diorren raktresoù ha brudañ
Logo du Ti ar Vro Bro Gwened

Ti ar Vro a zo ivez ul lec’h evit: degemer, bodañ, ober, buheziñ, aozañ abadennoù, dafariñ, kelaouñ ha reiñ da c’houzout. Ul lec’h eo ivez evit burevioù. Al lec’h, a servij da virout bev sevenadur Breizh e Bro Gwened, a sell ivez war du an dazont. Evit se ez eus gant Ti ar Vro ur savadur staliet e-lec’h ma oa kent Skol Veur ar Wir e Gwened, 3 straed al lezenn..

Dispar eo staliet (e kreiz kêr Gwened), Tu a zo d’an dud a ra war dro sevenadur Breizh kaout plas evit ober ha tu da eskemm. Pinvidik eo an endro sevenadurel, ha bevañ a ra a-gevret an aozadurioù a ra war dro sevenadur Breizh.

Istor Ti ar Vro Bro Gwened

Pellgargañ ur PDF a gont istor Ti ar Vro Bro Gwened

Evit gouzout hiroc’h war histor Ti ar Vro Bro Gwened e c’hellit lenn an teul-mañ

Hor skipailh

Izili Ti ar Vro (dileuridi ar c’hevredigezhioù hag izili a unanik) a zo bodet ur wech ar bloaz e-doug un Emvod Meur.

Ur c’huzul merañ a zo dilennet d’ar mare-se, ha da c’houde burev ar gevredigezh.
Emvodoù a zo gant ar C’huzul merañ hag ar Burev 1 wech ar miz dre vras.

Izili Burev 2026 Ti ar Vro :

  • Divi Kerneis, Prezidant
  • Guillaume Auffret, Besprezidant – e karg eus ar brezhoneg har ar c’hehentiñ
  • Jean-Jacques Page, Besprezidant – e karg eus ar rouedad sevenadurel diavaez
  • Nolwenn Danielou, Besprezidantez – e karg eus an diorenn hag ar yaouankiz
  • Guillaume Auffret, Sekretour
  • Alain Thizon, Eilsekretour
  • Laurence Dumas, Teñsorerez
  • Jean-François Gouret, Eilteñsorer
  • Gilles Turlan
  • Céline Méneses
 
Kuzul-merañ 2026 Ti ar Vro :
 

Kevredigezhioù en annez e Ti ar Vro

  • Institut Culturel de Bretagne
  • Festival d’Arvor
  • Mignoned ar Brezhoneg
  • Radio Bro Gwened
  • Sonerion Bro Gwened
  • Stumdi
 

Kevredigezhioù en diannez e Ti ar Vro

  • Andon
  • Diato Folies
  • Kendeskiñ  
  • Korriganed
  • KDS56 collège-lycée Diwan
  • Skoazell Diwan
 

Izili hinienel

  • Guillaume Auffret
  • Anne-Laure Colliou
  • Laurence Dumas
  • Pierre Genty
  • Jean-François Gouret
  • Céline Méneses
  • Divi Kerneis
  • Jean-Jacques Page
  • Catherine Turlan-Claudon
  • Gilles Turlan

 

Ti ar Vro a zo keveler gant Breizh 5/5

http://www.breizh5sur5.bzh/

logo BZH 5 5

Ar c'hargadez a ziorren

Anne-Claire Quiviger a zo e karg diorren Ti ar Vro.

Ganti e vez degemeret bemdez an dud o tont da Di ar Vro, kevreañ a ra an oberioù, ober ara war dro ar c’hehentiñ, ha ren a ra abadennoù er skolioù hag evit ar c’hentelioù brezhoneg. Ober ara war dro ar c’hudennoù merrezhel ivez….

Ar skipailh a zegemer ac’hanoc’h e-pad ar sizhun d’an eurioù-mañ  (eurioù degemer a c’hell bezañ kemmet hervez ar raktresoù lañset):

  • Eus al Lun d’ar Gwener : 9e30 – 12e30 / 1e30 – 5e30

Araok dont d’al lec’h, e vefe mat deoc’h bezañ sur eo digor Ti ar Vro, o vont e darempred ganeomp dre an daveenoù e-kichenn

> Dre bellgomz :

0972611689

> Dre bostel :

Pe

Abalamour da oberioù liesseurtar gevredigezh, eo ret a-wechoù d’hon animatourez bezañ en diavaez. Spi hon eus e komprenit ar redi, hag en drugarekaat a reomp.

Tiez ar Vro

Ti ar Vro Bro Gwened a zo unan eus an Emglevioù Sevenadurel Bro, ha rann eus ar roedad. 26 anezho a zo war Breizh a-bezh.

Izili rouedad Tiez ar Vro :