Dont ganeomp !

Degemer » Kevredigezhioù » Emezelañ – Dont ganeomp

Emezelañ

Ti ar Vro a zo ur c’hevread kevredigezhioù oc’h ober war dachenn sevenadur Breizh e Bro Gwened.

Kevredigezhioù ‘zo a zo staliet e Ti ar Vro. Bez o deus da skouer burevioù evit o c’hopridi. Kevredigezhioù “annez”a vez graet outo. 

Ar c’hevredigezhioù all a c’hell ivez implij salioù Ti ar Vro.  Kevredigezhioù “hep annez” int. Bez e c’hellont eta aozañ emvodoù, darvoudoù, stummadurioù, abadennoù a bep seurt. Harp o deus ivez digant servijoù Ti ar Vro, evit ar c’hehentiñ da skouer.

Ouzhpenn-se, ar c’hevredigezhioù a labour gant harp Ti ar Vro a zo ezel anezhi war un dro. Bez e c’hellont eta kemer perzh en oberoù aozet gant Ti ar Vro (kentelioù, prezegennoù, sonadegoù …). Hep paeañ ur skodenn ouzhpenn. Da skouer:

  • Skignañ kemenadennoù dre al lec’hienn internet hag ivez al “lizher kelaouiñ (kaset da ouzhpenn 700 den), ar bajenn Facebook (heuliet gant ouzhpenn 100 den)
  • Resevout ho skritelloù, folennoù-nij, a vo tu gwelet e Ti ar Vro : ouzhpenn 100 den o tremen bep sizhun

Ouzhpenn-se e teu da vezañ ezel eus Ti ar Vro an dud ezel eus ar c’hevredigezhioù
Mod-se e c’hellont kemer perzh en abadennoù aozet gant Ti ar Vro (kentelioù, prezegennoù, sonadegoù…) hep paeañ ur skodenn ouzhpenn.

Nerzh Ti ar Vro eo ar c’hevredigezhioù ezel. Bep bloaz ez eus kevredigezhioù nevez o emezelañ. Mod-se e pinvidikaomp hor rouedad, ar pez a zegas da bep hini ha da sevenadur Breizh e korn-bro Gwened.

33 kevredigezh a zo ezel e 2020. Kevredigezhioù war pep tachenn: radio, dañs, sonerezh, glad, brezhoneg...

Mod-se e c’hellomp eskemm alioù, en em genskoazellañ, ranañ dafar ha darempredoù.

En ur emezelañ da dTi ar Vro e sikourit ar gevredigezhi da vont en-dro, da vrudañ ha da aozañ oberennoù evit sevenadur ar Vro.

Prizioù

Setu ar prizioù emezelañ da dTi ar Vro e 2020 :

Skodennoù 2020
RaisonPriz
Kevredigezhioù hep annez 30 €
Kevredigezhioù annez 100 €
Hinienn (evit ur bloavezh) 10 €
Hinienn (evit un devez) 2 €

Penaos paeañ h.e skodenn?

Meur a zoare  :

Dre gartenn vank

War-eeun enlinenn, dre al lec’hienn surentezet Hello Asso, en ur glikañ amañ.

Dre chekenn *

E anv : Emglev Bro Gwened

Gant arc'hant laosk *

* Da gas da pe da reiñ e Ti ar Vro, 3 straed al lezenn, 56000 Gwened, gant ar furmskrid emezelañ, da bellgargañ en ur glikañ amañ.