Kentelioù Brezhoneg

Degemer » Ar Brezhoneg » Kentelioù Brezhoneg

Ar c'hentelioù brezhoneg e korn-bro Gwened

Emañ ho pugale en un hentenn divyezhek ha c’hoant oc’h eus heuliañ o zeverioù e brezhoneg ? Ho mignoned a oar brezhoneg ha plijet e vefec’h kaozeal e brezhoneg ganto ?

C’hoant hoc’h eus kompren an abadennoù e brezhoneg skignet gant radio Bro Gwened pe radiooù all, pe evit deskiñ yezh ar vro ?

Kinniget e vez kentelioù brezhoneg gant Ti ar Vro hag he c'hevredigezhioù ezel!

Kartenn ar c'hentelioù brezhoneg

Lorem ipsum dolor sit amet, consectetur adipiscing elit, sed do eiusmod tempor incididunt ut labore et dolore magna aliqua. Ut enim ad minim veniam, quis nostrud exercitation ullamco laboris nisi ut aliquip ex ea commodo consequat. Duis aute irure dolor in reprehenderit in voluptate velit esse cillum dolore eu fugiat nulla pariatur.

Meur a live a zo, gant un doare kelenn azasaet:

  • Live 1: Evit gwir deraouidi, ar re ne vez anavezet ganto nemet « Kenavo » pe « Yec’hed mat ».
  • Live 2 : Etre. Evit ar re a oar brezhoneg un tamm bihan goude ur bloavezh kentelioù noz, evit kadarnaat ha mont war raok araok bezañ barrek da gaozeal.
  • Live 3 : Akuit. Evit skolidi ganto 2 vloaz kentelioù noz, barrek da gaozeal ha da skrivañ e brezhoneg, met ret dezho strivañ c’hoazh evit bezañ « en o vleud » pa gomzont.

Ar c’hentelioù a zo prientet evit tud gour (pe bugale bras). Mesk ha mesk e vez desket brezhoneg dre al levr, an eskemmoù gant ar c’helenner pe etre skolidi. Kalz a vez graet dre gomz evit ma c’hellfe buan ar skolidi komz kenetrezo. Studiet eo an doare distagañ , ar yezhadur, ar gerioù, hag ar gaoz.

Kentelioù e korn-bro Gwened

Strolladoù kaoz a zo aozet ivez. Evit an dud o deus c’hoant kaozeal diliamm e brezhoneg, skrivañ ha treiñ testennoù er yezh all, selaoù teuliadoù kleweled evit kustumiñ skouarn pep hini d’an diforc’hoù a zo etre rannyezhoù ar brezhoneg.

Bez e c’hellit en em enskrivañ o leuniañ ar furmskrid amañ-dindan pe o vont e darempred gant Ti ar Vro.

Stumadurioù hir aozet gant Stumdi

Gant Ti ar Vro Bro Gwened eo degemeret ivez stummadurioù hir aozet gant Stumdi. Ar stummadurioù ginniget a gas d’ur berzhegezh vicherel ha d’un diplom. E pad 6 miz (840 eurvezh) emaoc’h stummet evit-se. Gouzout hiroc’h…