Kizidikaat er skolioù
Tañva d'ar brezhoneg er skolioù
Treuzkas ar brezhoneg d’ar remziadoù nevez a zo un dae kaset bemdez gant Ti ar Vro a drugarez da gejadennoù a-hed ar bloaz. Eleze
emañ reoliek Ti ar Vro er skolioù evit aozañ atalieroù tañva war ar brezhoneg ha sevenadur Breizh.
An abadennoù a zo graet evit skolidi eus ar c’hentañ derez betek an eil . Azasaat a reomp an abadenn ouzh pep live, ha pep hini ‘zo dibar.
Goulennet e vez digant ar skolidi kemer perzh, evit ma vo pinvidikoc’h an eskemm e-doug ar mareadoù-se.
e-pad an amzer tro-skol,
omp aet e meur a skol publik kentañ derez e Gwened : :
- Brizeux,
- Roc’han,
- Kalmet,
- Jacques Prévert ha
- Kliscouët
Evezhiek tre eo ar remziad nevez, dre ma c’hell bezañ skoulmet ar c’heloù ha pratik an diegezh. Un anaoudegezh vat eus Istor Breizh a zo ivez ur benveg a dalvoudegezh evit dazont ar re yaouank. Hervez hor skiant-prenet, eo degemeret mat seurt abadennoù, a zo ivez ur mare diskuizh hag eskemm.
Tu zo deomp azasaat hor pourchasoù evit klotañ gant ho c'hoantoù!
E-pad an amzer skol ivez
E-pad an amzer skol eo aozet an abadennoù er skolaj « Sacré Cœur » Gwened. et Kizidikaet eo bet skolidi ar 6vet klas ouzh sevenadur Breizh gant an animatourien. An dodennoù ez eus bet komzet diouto gant ar skolidi yaouank a zo : ar brezhoneg, istor ha douaroniezh Breizh, an dilhad hengounel, an dañs, ar c’han hag ar sonerezh o kinnig binvioù sonerezh.
Dalc’het eo an abadennoù-se e-pad 1 eur 30 evit ur c’hlas 25 skoliad enni, hervez an dodenn choazet hag an ezhommoù diskleriet da geñver niver an dud o lañsañ an abadenn.
Spisaet eo ar program war un dro gant ar gelennerien. Liammet eo kinnigadenn sevenadur Breizh ouzh ar program hollek, a-drugarez da gealioù boutin (orin ar bobloù gelt, orin pobloù Europa, buhez an dud e Breizh e-pad ar brezelioù bed, implij ledan gant an dud an dañs hag ar binvioù sonerezh).
An darempredoù gant Ensellerezh an Akademi a zo stankoc’h ha kreñvoc’h. E giz-se e c’hello bezañ niverusoc’h, en amzer da-zont, abadennoù seurt-se a-zivout sevenadur Breizh.
Graet e vo muioc'h mui en dazont a drugarez da ze.
Dre ma’z eo startoc’h hor c’hevelerezh gant servijoù an Deskadurezh Stad, ha dre m’hon eus muioc’h a skiant prenet war an doare d’o aozañ ha d’o ren, emaomp bremañ oc’h ijinañ doareoù nevez da labourat a-gevret.