Prezegennoù

Degemer » Obererezhioù » Prezegennoù

Prezegennoù Ti ar Vro

Petra a c’hellfec’h deskiñ ar sizhun-mañ ?

Ingal, ur wech ar miz e vez aozet prezegennoù gant Ti ar Vro diwar-benn a bep seurt temoù: traoù a denn da sevenadur Breizh pe ledanoc'h ivez

War istor ar brezhoneg, an dañs, an dilhad, an arebeuri, ar c’hontadennoù pe ar mojennoù e c’hellont bezañ. Pa vezont kenaozet gant Lann ha Dilenn e vez lakaet ar gaoz war levrioù nevez deuet ar maez…

Gant kevredigezhioù ezel pe get e c’hell ar prezegennoù bezañ aozet. Pal an aozerien a zo rannañ gouiziegezhioù gant an holl re a fell dezho.

Da skouer eo bet kinniget danvez istorel gant Skol Veur an Holl Gwened dirak 200 den er c’helc’hva.

Ingal e vez titouret war hol lec'hienn ar prezegennoù o tont. Sellit ouzh an deiziataer ha koumanantit d'al lizher kelaouiñ!

Amañ eo evit koumanantiñd’al lizher kelaouiñ ha setu an deiziataer hag a renabl an darvoudoù aozet e Ti ar Vro.

Un menoz zo ganeoc'h evit ur brezegenn ?

Dieub omp evit eskemm ganeoc’h war an doare da aozañ ar brezegenn a fell deoc’h.

Laouen omp da zegemer kevredigezhioù nevez. Setu perak e profomp frejoù ar c'helc'h evit ar wech kentañ ma vo implijet gant an aozerien.

Kevratoù a vo lakaet e-plas evit ar gwechoù da heul.

Soñjit mirout an hantergelc’h pell a-walc’h en a-raok!

A-benn gwiriekaat eo dieub ar c'helc'hva...

Ti ar Vro Bro Gwened

3 straed al lezenn

56000 GWENED

0972611689

Un doare da vrudañ ar gevredigezh a aoz ar brezegenn eo ivez. Ouzhpenn-se eo un digarez da bediñ kazetennerien.

Arabat kaout aon da zont davedomp evit kinnig ur brezegenn war un tem a blj deoc'h!

Prest eo an ti hag tud a-youl vat Ti ar Vro da zegemer ac’hanoc’h.

Ar PREZEGENNOU DA ZONT...