Degemer » Keleier » Dorioù digor Ti ar Vro 05/09/20

Dorioù digor Ti ar Vro 05/09/20

TI AR VRO A ZIGOR E ZORIOÙ DEOC’H ! Deuit da gejañ ganeomp d'ar sadorn 5 a viz Gwengolo adalek 2e00 gm e Ti ar Vro evit Forum kentañ e gevredigezhioù.

TI AR VRO A ZIGOR E ZORIOÙ DEOC’H !
Ti sevenadur Breizh e Bro Gwened

Deuit da gejañ ganeomp d’ar sadorn 5 a viz Gwengolo adalek 2e00 gm e Ti ar Vro evit Forum kentañ e gevredigezhioù.
Ar c’hentelioù brezhoneg ha kan kinniget gant ar gevredigezh Emglev Bro Gwened, ha reoù akordeoñs kinniget gant Diato Folies a grogo e-korf sizhun an 21 a viz Gwengolo 2020.

Ar maread laouen-mañ a roio tu da izili ar bloavezhioù tremenet d’en em adkavout, ha da adkavout o c’helennerien ivez. Pep hini a c’hello emezelañ ha lakaat e anv evit ar gentel a garo.

Kentel brezhoneg

Ar re a zo en o soñj kregiñ gant ar brezhoneg, pe gant ar c’han pe gant an akordeoñs a vo tu dezho ober anaoudegezh gant pep kevredigezh ha tapout an holl titouroù pouezus araok en em enskrivañ.

Titouroù war ar c’hentelioù :
KENTELIOÙ AKORDEOÑS gant DIATO FOLIES
KENTELIOÙ BREZHONEG gant EMGLEV BRO GWENED (4 live)
STAL KANAÑ EVIT AR VUGALE gant ÉLODIE JAFFRÉ
STAL KANAÑ EVIT AN OADOURIEN gant DOMINIQUE GICQUEL

Dizoloiñ ar c’hevredigezhioù staliet e Ti ar Vro :
Mignoned ar Brezhoneg evit kinnig Stal.bzh ha GBB 2021, Diato Folies, Skol Uhel ar Vro : al levraoueg vo digoret evit an holl … ha titouroù diwarbenn an holl kevredigezhioù ezel…

da 4e00 : sonadegig gant ar stalioù kanañ ha Diato Folies ha da 5e00: ur banne donemat a vo profet deoc’h.

Graet e vo diouzh ar reolennoù a-enep ar c’hleñved-red.

Facebook
Twitter