Fin ar bloaz 2019. Setu ur strollad bihan, pevar luc’hskeudenner ennañ, roet lañs dezho gant Catherine ha stag ouzh Club Photo IUT Vannes ; en em lakaat a reont en hent da luc’hskeudenniñ produerien, saverien, liorzhourien dindan ar stern ; tud a labour en ur doare bio, lec’hel, artizanel hag a skign o froduioù er rouedadoù kenwerzh berrañ.
Kement a youl gant ar broduerien da ginnig an tu-enep d’al labour-douar ijinerezhel da annezidi Bro-Gwened, kement a imor gant da reiñ ton ha lufr da zouar Breizh, a oa da vezañ treuzkaset war ar skeudennoù.
O binviji luc’hskeudenniñ ganto war o skoazioù, Catherine, Joël, Marc ha Jérôme a zo aet da redek bro a-hed maezioù Bro Gwened. Lakaet klaoustre ganto e teufe o luc’hskeudennoù: da sevel ur gelaouadenn war ar produerien-se, hag int yaouank peuliesañ, engouestlet, o labourat gant ar brasañ doujañs ouzh hor blanedenn-douar hag hor c’hornad-bro.
Ra brofo hor skeudennoù deoc’h un darn eus ar pezh hon eus desket, eus ar pezh hon eus bevet, hag a gendalc’homp da vevañ e-ser ar broduerien galonek-se. Ra voc’h kelaouet, dedennet, lakaet da vousc’hoarzhin, nec’het, bamet gant hor skeudennoù… ; ra blantint c’hoant ennoc’h da cheñch penn d’ar vazh… ma n’ho peus ket graet dija.