Degemer » Keleier » BOOST tes études : kentelioù heniennel e brezhoneg e Bro Gwened

BOOST tes études : kentelioù heniennel e brezhoneg e Bro Gwened

ur strollad kelennerien omp o labourat e bro Gwened, arbennik koulz war ar bedagogiezh hag ar c’hentelioù hiniennel.

Deskiñ ar brezhoneg a fell deoc’h ? Kentelioù skoazell bep sizhun emaoc’h o klask e brezhoneg pe e galleg evit ar skol, ar skol-veur pe ho micher ?

Kentelioù resis evit tapout ul live ? Kreñvaat ho parregezhioù e-pad ar vakañsoù ? Pe c’hoazh, prientiñ un arnodenn pe ur genstrivadeg ?
Un emgav tuta, un enraog micherel, ur cheñch oberiantiz vicherel ?

ur strollad kelennerien omp o labourat e bro Gwened, arbennik koulz war ar bedagogiezh hag ar c’hentelioù hiniennel.
Hor perzhioù kreñv : Hanterer ebet a zo etre c’hwi ha ni, neuze e c’hallomp kinnig prizioù emsavus.

Kinnig a reomp deoc’h

Da-gentañ e vez kinniget deoc’h ober ur bilañs a-benn sevel kentelioù diouzh ho muzul a gloto ouzh ho ezhommoù.
Gallout a rafe anezhe bout boaziek a-hed ar bloaz pe ziverret evel ur staj eus un nebeut devezhioù.
Evit deskidi eus live skolaj betek hini studioù uhel hag ar stummadur dibaouez eo hor c’hentelioù.
Evel-se e c’hallimp ambroug ac’hanoc’h a-hed ho stummadur betek prientiñ diplomoù studioù uhel, arnodennoù, kenstrivadegoù (arnodoù psikologel-ha-teknikel, sevenadur hollek). War bep pazenn e c’halloc’h bout ambrouget war ho heñchañ, ho tifraeoù klask stummadur, emstrivañ, merañ ho red-micher, talvoudekaat ho skiant-prenet.

Hon atoudoù

Ur Master war e zanvez hag alies un doktorelezh a zo bet tapet gant pep kelenner eus ar strollad ouzhpenn d’e skiant-prenet en ur skol deskadurezh publik pe brevez anavet.
Liesseurt eo hor barregezhioù setu perak e c’hallomp kinnig kentelioù hiniennel a-bep-seurt.


Hor stern emellout

D’al liesañ e labouromp en ho ti e Bro Gwened, dindan reolenn ar chekenn implij servij hollek (CESU) hag a zo ur reizhiad emsavus koulz evit an implijour hag evit ar gelennerien.

boosttesetudes@gmail.com

https://boosttesetudes.com/

Facebook
Twitter