Sorbiennoù Loeiz Herrieu (1879-1953), ar Barzh Labourer, De hortoz kreisnoz, a oa bet embannet evit ar wezh kentañ e 1942 get an ti-embann Dihunamb ma oa-eñ ar rener anezhañ.
Ur blijadur eo deomp, hiriv, o c’hinnig en-dro d’ar vrezhonegerion er skritur peurunvan, get un droidigezh e galleg evit ar re ‘rall.
Adkemeret eo bet, evit ar muiañ-bras anezhe, gravadennoù Xavier Langleiz, Raoul Perrin, Xavier V. Haas, ha re an oberour e-unan.
Donet a ra ar levr-mañ er-maez pemzek vlez goude Àr bont ar velin, dastumad sorbiennoù Loeiza ar Meliner, pried Loeiz, memes ment, memes doare.
Bras eo tachenn ar ster argelel er skridoù-mañ, hag e vehe a-fed gouloù, karantez ur vamm, pe karantez Breizh.
E lec’h en deus an dreistnaturel ivez, evit plijadur an dud tolpet evit lajal betek kreiznoz, èl ma lâr titl an oberenn.
Un testoni eo c’hoazh levr Loeiz Herrieu en ur mod a pa gont deomp modoù-beviñ micherizion ha peizanted e amzer.
Titouroù ha paperenn urzhiad : amañ