Evit reiñ he flas d’al lennegezh brezhonek, e kinnig deoc’h Mor Bihan Gwened Tolpad (GMVA), a-gevret gant Ti ar Vro Bro Gwened, kemer perzh e Komite al Lennerien Brezhoneger a zo bet lañset er bloaz-mañ.
UR C’HOMITE LENNERIEN, PERAK ’TA ?
En he folitikerezh evit souten yezhoù Breizh, e fell da GMVA harpañ an dud hag aesaat dezho tostaat d’al lennegezh brezhonek. D’ober se, he rank en em harpañ war an aozadurioù eus ar c’hornad-bro o deus da welet gant yezhoù Breizh.
Un digarez eo :
– D’ar skrivangner.ez.ien.ed da vezañ anavezet er mediaouegoù keveler, er skolioù, en atalierioù skrivañ pe en atalieroù ar yezh.
– Da aktourien al lennegezh foran, da veizañ gwelloc’h ezhommoù, c’hoantoù, mennadurioù ar vrezhonegerien.
– D’ar skolidi, da lakaat o zeskamant da dalvezout, da reiñ da anavezout ar pezh a blij dezho, hag evit “ar re vihan” : da zeskiñ digant deskidi “brasoc’h”.
– D’an holl : da ziskouez eo bev hor yezh hag e rank bezhañ aes diraez anezhi.
EVIT PIV ?
War un dro ez eo digor ar c’homite d’ar vugale kement ha d’an dud gour. En ur mod all e kemero perzh an atalierioù kevredigezhel evit deskiñ brezhoneg.
ER SKOL
En ho skol, e kinnigomp deoc’h lakaat hoc’h anv er c’homite lennerien-se. Un digarez e vo da lakaat ar skolidi da gomz war o lennadurioù, ur wech bep trimiziad. Eeun eo ar raktres kement ha digor.
Klasoù : Kelc’hiad 1,2 ha 3. Skolajidi
Penaos e tremen an traoù ?
Pep trimiziad (sizhun 47, 08 ha 21), e kinnig deomp ho skolidi ul levr ez int bet plijet gantañ. Bez e c’hell bezañ ul lennadenn-glas e-barzh ar programm, un dibab hiniennel maz eo bet lennet al levr er gêr. Ur vandenn-treset, ur manga, ur romant, pe ur grouidigezh, e c’hell bezañ.
Kinnig a ra ar c’hlas :
– Un destenn 250 gêr o kinnig an oberenn : skrivet gant ar skolidi.
– Ur skeudennig eus al levr pe ur poltred eus ar skivangner.ez : Un digarez mat da vont e darempred gantañ / ganti ?
– Ur c’hinnig enrollet pe gweloc’h c’hoazh, ur video : displeget e vez o dibab gant ar skolidi : perak al levr-se, gant petra int bet plijet, perak … Deoc’h c’hwi da sterniañ an diviz.
An elfennoù-se a vo lakaet enlinenn war bajenn « Bretagne et patrimoines, Glad ha sevenadurioù » eus Mor Bihan Gwened Tolpad. Pediñ a reomp ac’hanoc’h da daoler ur sell war pajenn vulgarizañ danvez Breizh.
EVIT EN EM ENSKRIVAÑ
Agathe LOUIS – 06 21 90 25 52 – a.louis@gmvagglo.bzh
Kasit deomp en dro ar follenn kenstag anvet « Strollad Lennerien » a-benn ar Gwener 11 a viz Even. Un destenni-kadarnaat a gasimp deoc’h hag e respontimp d’ho koulennoù.
Pellgargañ ar follenn-nij : ici