Kentelioù kan

Kentelioù kan evit an holl e korn-bro Gwened ?

Kinnig a ra Ti ar Vro Bro Gwened kentelioù kan deoc’h. Dizoloit anezho amañ-dindan.

Kentelioù kan e brezhoneg lusket gant Elodie Jaffré

Abaoe 2017, e vez kinniget e-barzh Ti ar Vro, atalieroù kanañ e brezhoneg evit bugale, a oar brezhoneg pe get, etre 5 ha 14 vloaz. Lusket eo an atalieroù gant Elodie Jaffré. Tost da 15 bugel a gemer perzh enno bep bloaz. 9 abadenn a zo aozet bep bloaz, klozet gant ur sonadeg.

Evit ar 5vet bloavezh dalc’het etre Gwengolo 2021 ha Mezheven 2022

E c’hello bezañ enskrivet bugale etre 5 ha 14 vloaz.

Palioù an atalieroù :

  • Dizoloiñ e vouezh ha santout e gorf, oc’h ober gant c’hoarioù hag arnodoù. 
  • Kanañ kanaouennoù e brezhoneg (kanoù da selaoù, da respont, da zañsal, kanaouennoù bugel…). 
  • Kanañ a unan, daou ha daou, a stroll.
  • Selaou kanaouennoù kozh enrollet, evit dizoloiñ hon glad ha gwellaat hon doare da ganañ. 
  • Labourat war distagadur ha doare seniñ ar brezhoneg
  • Kompren ha santout lusk an dañs evit kanañ

 

Hag ivez :

Prientiñ ur sonadeg/Fest-noz evit degouezh ar Redadeg 2022eleg hag evit Gouel Breizh.

Elodie Jaffré

Emañ Élodie Jaffré ur ganerez a gan e brezhoneg. Kanañ a ra kanaouennoù hengounel eus Breizh Izel,. Pleustriñ a ra Kan ha Diskan ivez, ha kanoù da zañsal ha da respont eus Bro Gwened.

War al leurenn eo alies gant Kreiz Breizh Akademi 7 renet gant Erik Marchand. Gant Awena Lucas emañ alies (mouezh ha telenn), gant Meva Guegan evit ar c’han ha diskan, ha gant sonerien alle-doug sonadegoù ha festoù-noz.
Ur Master skolaerez divyezhek a zo ganti, ha bet eo bet kelennerez er skolioù divyezhek e-pad meur a vloaz.
Da c’houde eo aet ganti an diplom studioù sonerezh hengounel (DEM) roet gant Skol-sonerezh Gwened e 2018. Ganti emañ ivez an titl a soner sonerezhioù model a hengoun ouiziek ha boblel e2019, goude dezhi bezañ heuliet stummadur Kreiz Breizh Akademi.

Atalieroù kan lusket gant Dominique Gicquel​

Dominique Gicquel, a zo kaner ar strollad Korriganed, strollad sonerezh a labour a zevri evit nevesaat kan ha sonerezh a hengoun e bro Gwened. Dastum ha krouiñ a ra, ha kinnig atalieroù kanañ evit an dud gour e Ti ar Vro, abaoe 2018. Un dek bennak a dud a gemer perzh bep bloaz en atalier.
Ur sonadeg a zo gant ar strollad da vare Gouel Breizh e miz mae. Eilet eo gant strollad kanañ Ploeren, lusket ivez gant Dominique Gicquel.
Ar meurz, bep pemzektez (estreget e doug ar vakañsoù skol), eo dalc’het ar c’hentelioù eus 6 eur da 8 eur e Ti ar Vro. Labouret e vez war ar c’hanaouennoù e brezhoneg, galleg ha saozneg. An doare da ganañ a zo studiet bewech, p avez kroget gant ar gentel.

Dominique Gicquel à la Gouel Breizh 2019
Ateliers de chant animés par Dominique Gicquel

Un concert est proposé lors de la Fête de la Bretagne – Gouel Breizh en Mai afin de se produire sur scène accompagné du groupe de chant de Ploeren animé également par Dominique Gicquel.

Les cours ont lieu le mardi tous les 15 jours (hors vacances scolaires) de 18 à 20 heures à Ti ar Vro. Les chants travaillés sont en breton, français et anglais, et de la technique vocale est également proposée au début de chaque cours.

Ar c'hentelioù kan e korn-bro Gwened