Sonerezh

Degemer » Obererezhioù » Sonerezh

Sonerezh hengounel e korn-bro Gwened

Ar re dedennet gant ar sonerezh a c’hell e-giz-se dizoloiñ ur bern kentelioù e Bro gwened. Moaien ‘zo mont dezho dre ar c’hevredigezhioù meneget war hol lec’hienn Internet.

Ar re dedennet a c’hello dizoloiñ pinvidigezh ar sonerezh hengounel e Bro Gwened, pe gwellaat o fratik gant binvioù liesseurt, e-giz akordeoñs diatonek, bombard, biniou Breizh, biniou bras, gitar, telenn klasel ha telenn geltiek, violoñs, treujenn gaol, fleüt treuz …

A drugarez da lec’nienn Ti ar Vro eo aesoc’h bremañ kavout kentelioù sonerezh e Bro Gwened, pa glaskit dre Internet.

Ar re o deus pleustr, forzh pe live a zo ganto, a vo arroudet war-du tud a feson, a-drugarez da niver ar stummerien a zo e-touezh ar c’hevredigezhioù meneget. Moaien ‘vo deoc’h , da skouer, mont e darempred kement gant ur bagad hag ur c’helenner biniou bras dre hol lec’hienn, pa vo peurechu.

A drugarez da lec’hienn Ti ar Vro eo aesoc’h bremañ kavout kentelioù sonerezh e Bro Gwened, pa glaskit dre Internet. Ar re o deus pleustr, forzh pe live a zo ganto, a vo arroudet war-du tud a feson, a-drugarez da niver ar stummerien a zo e-touezh ar c’hevredigezhioù meneget. Moaien ‘vo deoc’h , da skouer, mont e darempred kement gant ur bagad hag ur c’helenner biniou bras dre hol lec’hienn, pa vo peurechu.

Lavaret e vez gant an den fur « e tegouezh ar mestr p’eo prest ar skoliad ».

Sur e kavit ar stumer a gloto.

Ar c'hevredigezhioù renablet e korn-bro Gwened

Ar c’hevredigezhioù meneget a bourchas kentelioù a feson, klokaet gant un tañva eus sevenadur Bro Gwened. Aesoc’h eo neuze treuzkas anaoudegezhioù gant ar skolidi, ha pinvidikoc’h eo ar c’helenn eget unan boutin.

Pezh ‘zo kinniget, a bep seurt, a roio deoc’h ar respont c’hoantaet. Pinvikoc’h-pinvidikañ e vo ar c’hinnig a-feur ma vo enskrivet kevredigezhioù nevez o c’houlenn bezañ meneget war hol lec’hienn.

Ar benveg

Koulskoude eo mat lakaat war evezh an dud o klask. Dre ma c’hell bezañ luziet ober gant ar benveg goulennet, pe dre ma’z eo pell a-walc’h ar skoliad, e vo diaes kaout ur respont a zere war ar prim.

Dibab ar binvioù sonerezh, niverus dija, a yelo war greskiñ en amzer da zont. Moaien ‘zo deoc’h eta mont e darempred ganeomp evit ma vefe dreuzkaset ho c’houlenn d’ar c’hevredigezhioù stummañ.

Penaos mont e darempred ?

Gwelloc’h eo, evelato, un darempred eeun gant ar gevredigezh pe ar c’helenner. Setu perak eo kinniget war hol lec’hienn an doareoù da vont e darempred ganto. Heuliet e vo ho c’houlenn gant Ti ar Vro, evit ma vo ur respont asur ha dereat dezhi.

Evit kavout ur respont klok d’ho c’hoant, e vo mat deoc’h sellout en un doare reoliek ouzh hol lec’hienn klokaet deiz-ha-deiz gant titouroù nevez a-zivout ar sonerezh e Bro Gwened. 

Un doare eo da vont etrezek sonerezh hengounel Bro Gwened, he andon hag he gwrizioù. Bez e c’hellot neuze anavezout gwelloc’h orin sonerezh Bro Gwened, hag he lakaat da c’houzout en amzer da zont.

Kelenn dre an dreuzkas a zo diazez tout ar stummadurioù-se. Doujañ a ra an doare-se d’ober ouzh azon sevenadur Breizh, pouezh an dreuzkas a remziad da remziad.

Servijoù Ti ar Vro a vo aze eveljust evit ho titouriñ hag ho harpañ, evit ma vo aesoc’h ho c’hlask. 

Na chomit ket da dortal a-raok implij ar servij niverel-mañ ha da zont e darempred e darempred ganeomp !

Ar c'hentelioù sonerezh e korn-bro Gwened