Abadennoù

Degemer » Obererezhioù » Abadennoù

Ti ar Vro, a zo ivez kement hag abadennoù a-hed ar bloaz.

Ul lec’h sevenadurel eo Ti ar Vro. Kinnig a reomp kejadennoù, sonadegoù, filajoù, diskouezhadegoù… evit lakaat sevenadur ar vro da vevañ e kement doare a zo.

Skignadennoù sinema e brezhoneg

Abaoe 2017 eo aozet an droiad tresadennoù-fiñv e brezhoneg a-gevret gant « Daoulagad Breizh » ha « Dizale ». Tost da 800 skoliad dre ar brezhoneg war Bro Gwened a vez degemeret e « Cinéville » Gwened hag e sinema Iris e Kistreberzh. Liamm gant ar c’hazetennoù, skignañ kartennoù ha skritelloù ar filmoù, kinnigadenn ar filmoù dre gomz ouzh ar vugale.

An droiad a vez aozet bep bloaz, abaoe kreiz-geñver betek kreiz-mezeheven. Aozet eo evit skolidi ar skolioù divyezhek prevez (kerent Dihun), publik (kerent Divyezh) ha Diwan.

Projections au cinéma organisé par Ti ar Vro Bro Gwened

An aozerien :

Dizale a ya d’ober an advouezhiañ e brezhoneg ha Daoulagad Breizh a ra war-dro aozañ an abadenn ha skignañ ar filmoù. 

Hervez al lec’hioù, eo skignet ar filmoù a-gevret gant aozadurioù pe kevredigezhioù harpañ, pa’z eus anezho (kenemglevioù bro, kevredigezhioù sevenadurel).

Binvioù evit an abadennoù

  • Ur skritell evit pep klas
  • Un teuliad war ar film evit pep kelenner
  • Ur gartenn koun evit pep arvester, goude pep skignadenn.

 

Ar binvioù a zo fardet ha profet gant Daoulagad Breizh.

Gouzout hiroc’h: http://www.daoulagad-breizh.org/

Skolajidi, liseidi, tud-gour

Evit ar skolioù hepken eo aozet an droiad. Setu perak hon eus bet c’hoant ober un darvoud ledanoc’h ha kinnig abadennoù d’ar skolajidi ha d’al liseidi, met ivez d’an dud gour a ya da gentelioù brezhoneg war Bro Gwened.

Setu perak, e vez kinniget, gant harpDIZALE ha Sinema Garenne Gwened, filmoù ha tresadennoù-fiñv a-ratozh evit ar skolajidi ha liseidi.

Kinnig a reomp abadennoù evit an dud gour ivez

Lectures pour les enfants proposée par Ti ar Vro Bro Gwened

Lennadennoù evit ar vugale

Div pe deir gwech ar bloaz, e vez aozet, gant ar gevredigezh Div Yezh, .lennadurioù e brezhoneg evit ar vugale.Ur pemzek bennak anezho a gemer perzh.

Nozvezh c'hoarioù a-stroll

Abadennoù noz evit c’hoari a-gevret a zo bet lañset e 2019. Ganto e c’hell brezhonegerien ha deskidi bezañ a-gevret evit c’hoari kenetrezo ha komz e brezhoneg. Bep gwech ez eus war dro 15 a dud a gemer perzh, tud gour ha bugale.

Soirées jeux de société proposées par Ti ar Vro Bro Gwened
Veillées contées proposées par Ti ar Vro Bro Gwened

Filajoù ha kontadennoù

Abaoe 2017, e vez kinniget ur Filaj e Ti ar Vro gant Kontourien ar Morbihan, aozet e doug miz ar filajoù ha kontadennoù e Breizh. 

Du a zo miz an emgav evit klevout kontadennoù e doug filajoù gouestlet dezho. Deuit da selaou laouen ar re a gav hag a gont istorioù.

Sonadegoù

Meur a arzour a zo bet e Ti ar Vro, abaoe ma’z eo bet krouet fin 2016.

Concerts proposés par Ti ar Vro Bro Gwened
Exposition au Ti ar Vro

Diskouezhadegoù

Ul lec’h diskouezhadegoù evit Ti ar Vro ivez. Ouzhpenn dek zo bet kinniget abaoe digoradur an ti.

Livadurioù Monig Baron, istor ar brezhoneg e bro-Wennran, Spered Kelt da vare Fest Ti ar Vro, Kêriadenn ar c’horiganed gant Daniel Goiset, kenstrivadegoù sonerezh hengounel – 70 bloaz da vare ar Rak Waroc’h …

Aozet eo vez an abadennoù-se e Ti ar Vro Gwened pe e kumunioù korn-bro Bro Gwened.