Obererezhioù
Ti ar Vro Bro Gwened Ces activités sont proposées par les acteurs du pays (associations, institutions…)
Vous pouvez ici chercher les activités à proximité de chez vous selon vos centres d’intérêts et faire de belles découvertes !
Furchal an obererezhioù kinniget
dibabit amañ un obererezh evit gwelout listenn ar c’hevredigezhioù a ginnig anezhañ e-kichen ho ti.
Daou strollad kan a vez kinniget deoc’h gant Ti ar Vro.
An hini gentañ evit ar vugale etre 5 ha 14 bloaz., lusket gant Elodie JAFFRE. Anavezet eo evit ar c’han Gwenedeg. Gant he strollad bugale eo bet gounezet meur a briz e Kan ar Bobl e Pondi dija!
Plijet e vo ho pugel gant aergelc’h mat ha siriusted Elodie.
Gant Dominique GICQUEL e vez lusket an eil strollad. Brudet mat eo e bro-Gwened ivez, gant e strollad Korriganed. Un den den-gour o deus heuliet an atalieroù kinniget gantañ e 2019. E brezhoneg, kenkoulz hag e saozneg ha galleg e vez kanet gantañ.
Ur wech ar miz e vez aozet prezegennoù gant Ti ar Vro. War a bep seurt traoù disheñvel e vez desket. Un digarez ouzhpenn evit chom aketus eus keleier Ti ar Vro!
Ne vez dishoñjet den ebet e à Ti ar Vro.
abadennoù a vez kinnige evit ar re vihan hag ar re vras, a-hed ar bloaz.
Da skouer e vez skignet filmoù e brezhoneg er sinema
Evit ar re vihanañ e vez kinniget lennadennoù e brezhoneg e Ti ar Vro.
Abadennoù c’hoarioù a-stroll a vez aozet ivez, kement ha beilhadegoù, filajoù, sonadegoù…
Kavit obererezhioù tro-dro deoc'h
Kan, dañs, prezegennoù, sonerezh, abadennoù, kavit ar pezh a blij deoc’h war hor gartenn. Ingal e vez hizivaet an titouroù warni.
Ma glaskoc’h obererezhioù pe ma fell deoc’h kinnig unan e c’hellit dont e darempred ganeomp :
Klask a rimp sikour ac’hanoc’h ar gwellañ ma c’hellimp.