Degemer » Keleier » Ti Ar Vro : Diskouezadeg fotoioù  » Deomp d’ar Park ! « 

Ti Ar Vro : Diskouezadeg fotoioù ” Deomp d’ar Park ! “

Sevenet gant ur strollad luc’hskeudennerien eus Klub foto IUT Gwened diwar-benn produerien bio a Vro-Gwened - Eus an 8 a viz Meurzh betek an 8 a viz Ebrel.

Aozet da geñver Mizvezh ar brezhoneg

Lusket gant ur memez entan, pevar luc’hskeudenner o deus kroget en ur raktres brav : reiñ ton d’un toullad peizanted a ra boued er vro gant doareoù bio, artizanel.

Abaoe daou vloaz dija emañ Catherine, Joëlle, Marc ha Jérôme, bep a gamera ganto war o skoaz, o vont a-dreuz hag a-hed Bro-Gwened, o luc’hskeudenniñ ar broduerien breizhat-se. Yaouank int peurliesañ ; dibabet o deus pellaat eus labour-douar askoridik.

Legumajerien, saverien-loened, formajerien, peizanted-varaerien, labourerien-douar, bresourien, kement a youl ganto da ginnig doareoù all da anezidi Bro-Gwened.

Amañ eo, a-hed ar fotoioù-se, hon eus merzet e vankomp kalz d’ar saverien-loened-se, d’ar merc’hed ha d’ar baotred a bleg o c’hein evit lakaat hol legumaj da greskiñ en ur zoujañ d’hon douar ken kaer, hag en ur zoujañ d’hon yec’hed hag d’an holl re a zo o labour kutuilhañ, eostiñ, bresañ bier. Banneoù natur a brofont deomp rak sec’hed bras hon eus anezhi.

Gant ma kavoc’h en hor fotoioù un darn bihan eus ar pezh hon eus desket, eus ar pezh hon eus bevet hag a vevomp c’hoazh gant ar broduerien-se. Gant ma voc’h kelaouet, dedennet, lakaet da vousc’hoarzin pe da soñjal, laouenaet, ha roet c’hoant deoc’h “cheñch meziant”… ma n’eo ket graet dija.

 

Eus ar Meurzh 8 a viz Meurzh betek ar Gwener 8 a viz Ebrel 2022
Eus ar Meurzh d’ar Gwener, adalek 2e betek 5e gm ha d’ar Sadorn adalek 10e betek 12e30 hag adalek 2e betek 5e gm.
Mont tre digoust.
Ti ar Vro – Bro Gwened : 3 straed al Lezenn, Gwened.

 

Facebook
Twitter