Degemer » Keleier » KINNIG LABOUR : Radio Bro Gwened – Animatour·ez radio e brezhoneg

KINNIG LABOUR : Radio Bro Gwened – Animatour·ez radio e brezhoneg

Radio Bro Gwened a zo o klask àr lec'h un animatour-ez radio hag a gomz brezhoneg adal ar 15 a viz Eost 2023 evit sevel abadennoù.
Logo carré de RBG

KINNIG LABOUR
Animatour·ez radio e brezhoneg

Radio Bro Gwened a zo o klask àr lec’h un animatour-ez radio hag a gomz brezhoneg adal ar 15 a viz Eost 2023
evit sevel abadennoù (post labour nevez)

CDD ha CDI goude – 70% – Pondi (+ labour a-bell ivez)

Labour an animatour-ez :
• Sevel abadennoù e brezhoneg (KREIZ MINTIN ha TAVARN KREIZ MINTIN)
• Monet da welet brezhonegerion-ezed (Bro Gwened) ganet get ar yezh, hag o enrollañ evit sevel an abadennoù.
• Frammañ an enrolladennoù
• Kenlabourat get ar skipailhad (ha dreist-holl get penn-animatourez Kreiz Mintin)

Ha pa vo afer :
• Sevel reportajoù ha kemer perzh en abadennoù en diavaez (platoioù radio àr-eeun : festoù-noz, sonadegoù, festivalioù…)
• Kas atalieroù pedagogel tro-dro d’ar radio

(Ar c’hefridi-se a c’hell bout cheñchet get an den implijet hervez e.he sonjoù ha kinnigoù)

Barregezhioù an animatour-ez :
• Brezhoneg flour (a vro Gwened)
• Aes get ar gomz, ar sannadur, distagiñ mat ar gerioù
• Anavezout benvegoù ar frammiñ (n’eo ket dre ret met brav e vehe)
• Anavezout tachenn Radio Bro Gwened
• Skiant-prenet en ur radio a vehe brav
• Rekis eo kaout an aotre bleniañ hag un oto

Evit ar labour-se e vo ret deoc’h bout en ho aes er vuhez sokial, bout emrenn, gouest da echuiñ ha koupabl da labourat àr ar bamdeiz get un den arall ha skipailhad ar radio.

Ar post labour
Kevrat didermenn – 104e bep miz
Lec’h ar labour  : Pondi (labour a-bell a c’hell bout)
Gopr : live 125 e emglev a-stroll sekteur ar radiooù

Deiziad an tuta
Lakait ho anv a-raok ar 24 a viz Gouere.

Kasit ho lizher ha CV e galleg hag e brezhoneg da gael@rbg.bzh A-raok ar 24 a viz Gourhelen (Gouere) 2023

Facebook
Twitter