Degemer » Div Yezh Kistreberzh

Div Yezh Kistreberzh

Ar gevredigezh a c'halv en un doare mallus an dud evit enskrivañ o bugale ...

E miz Kerzu 2020 o deus krouet kerent hentenn divyezhek skol Beau Soleil ar gevredigezh Div Yezh Kistreberzh. Ur skourr lec’hel eus Div Yezh Breizh eo, he fal harpañ an hentenn e-kreiz ar skol publik, ha lakaat anezhi da greskiñ ha da badout.

Ho kervel a ra ar gevredigezh da enskrivañ ho pugale adalek rummad ar re vihanañ (TPS) betek rummad ar re vras (GS) hep gortoz : he sikour a raio da gaout ur raksell resis war niver ar vugale prest da zont, da reiñ pouezh (da geñver ar gartenn-skol) d’ar goulenn krouiñ daou bost leun amzer a skolaerien divyezhek evit an adkrog-skol 2021-2022.

Muioc’h a ditouroù : divyezhkistreberzh@gmail.com / facebook

Share on facebook
Facebook
Share on twitter
Twitter