Degemer » Keleier » NULLET – 03/06/2023 – TI AR VRO : Staj prientiñ ha pleustriñ war an DBY

NULLET – 03/06/2023 – TI AR VRO : Staj prientiñ ha pleustriñ war an DBY

DBY : Diplom Barregezh war ar Yezh (brezhoneg) aozet da geñver mizvezh ar brezhoneg
D’ar Sadorn 3 a viz Even – 8e45 – 5e00 gm – Ti ar Vro – 3 straed al Lezenn e Gwened.
Da vintin e tizolooc’h palioù, mont en dro ha dezverkoù priziañ an DBY ha labouret ‘vo war ur sujed kozh asambles.
D’enderv e kemeroc’h perzh en un arnodenn wenn a-benn kemer ho merkoù.
Pal ar staj-mañ n’eo ket priziañ ho live met tro a ray deoc’h gwellekaat ho labour pa voc’h o tremen an DBY.
Buhezet e vo ar staj-mañ gant arnodennerien DBY.
Priz : 35€ (izili) ; 40€ (ar re all)
Follenn enskrivañ : amañ
Facebook
Twitter