Ur strollegezh oc'h

Degemer » C’hwi ‘zo » Strollegezhioù

C'hoant 'm eus souten sevenadur Breizh

Lakaat sevenadur ar vro da vevañ e korn-bro Gwened eo pal Ti ar Vro Bro Gwened. Harpet e vez gant ti-kêr Gwened, Morbihan – Tolpad Gwened, Departamant ar Mor-Bihan ha Rannvro Breizh.

Meur a zoare a zo da souten Ti ar Vro: dre yalc’hadoù mont en-dro, dre skoazelloù arc’hant evit raktresoù, en ur brestiñ dafar, dre ar c’hehentiñ…

Penaos bezañ engouestlet gant Ti ar Vro Bro Gwened ?

Dre meur a zoare e labour Ti ar Vro evit treuzkas sevenadur Breizh. Er ran “keleier” e kavit an abadennoù kinniget.

Ingal e skoazell servijoù Ti ar Vro ivez evit programmiñ arzourien hag arzourezed lec’hel. Tud barrek aliet met dianavezet re aliez c’hoazh!

E kreizh ar jeu sevenadurel emaomp e korn-bro Gwened. Tu a vo deomp hentañ ac’hanoc’h war zu aktourien lec’hel a-benn kas raktresoù poellek da benn.

Boaz omp da gemer perzh e abadennoù tro-skol. Gopridi hag ivez tud a youl vat a zo laouen atav da zony dirak ar vugale evit treuzkas o ouiziegezhioù.

Dre al lec’hienn nevez-mañ e c’hellit brudaén o tarvoudoù. Tu zo deoc’h ivez kas titouroù deomp evit ma vo kavet an obererezhioù a ginniget war ar c’hartennoù hag en deizevrioù. Evit-se eo ret mont amañ.

Souten dre an arc’hant a zo un doare efedus d’ober ivez! Gant plijadur e tegemerimp ar yalc’hadoù a brofit deomp.

A-bouez eo ar skolioù evit an treuzkas. Hag un doare eo ivez an henennoù divyezhek da vuheziñ ar skolioù. Gellet a raio Ti ar Vro aliañ ac’hanoc’h evit digoradur hentennoù nevez.

L’Ofis Publik ar Brezhoneg en deus ur burev e Gwened ivez. Dijabl int evit harpañ ac’hanoc’h a-benn adpec’hennañ ar brezhoneg.

Logo de OFIS PUBLIK AR BREZHONEG

C’hoant o ‘p eus aozañ un abadenn en ur vediaoueg (lenn, dizoleiñ…)

Aze c’hoazh e c’hello Ti ar Vro sikour ac’hanoc’h.

Aze c’hoazh e c’hello Ti ar Vro sikour ac’hanoc’h !

Etre ar 14 hag ar 24 a viz Mae 2021 e vo Gouel Breizh o tont.

Ur redadeg a-eilek eo Ar Redadeg. E 2008 eo bet lañet. Bep eil bloaz e vez aozet.

Ur fest poblek hag engouestlet eo. Treuziñ a ra hentoù Breizh noz ha deiz evit aroueziñ treuzkas ur yezh vev ha nerzhus etre ar remziadoù hag ar c’hornioù-bro

Gwerzhet e vez kilometradoù evit souten raktresoù evit ar yezh. A-bep seurt raktresoù a vez arc’hantaouet mod-se: deskadurezh, sinema, sport, c’hoariva, radio, dudi….

E 2021 e vo redet 2020 e dreuz 340 kumun pemp departamant Breizh. E Karaez e loc’ho hag e Gwengamp e erruo.

“Brezhoneg ha plijadur” eo lugan Ar Redadeg!

Evit gouzout hiroc’h: https://www.ar-redadeg.bzh