Ti ar Vro Bro Gwened
Ar gevredigezh
Ti ar Vro Bro Gwened, ti sevenadur Breizh e korn-bro Gwened,
a zo douget gant ar gevredigezh anvet Emglev Bro Gwened.
Kevreañ a ra ar rouedad-se kevredigezhioù oberiant
war tachenn ar sevenadur e korn-bro Gwened.
Labourat a ra war 3 tolpad kerioù :
- Morbihan Gwened Tolpad,
- Kistreberzh Tolpad
- Arc’h Kreisteiz Breizh
Ledet eo eta Emglev Bro Gwened war ur c’horread enni 59 kumun, holl intreset gant skign sevenadur Breizh ha Bro Gwened.
Bez ‘zo war an dachenn ul lod brezhoneger hag ul lod all gallaoueger, pezh a ra eo ispisial he sevenadur.
Kefridioù pennañ d’Emglev Bro Gwened a zo :
- Kevreañ ar re a labour evit Sevenadur Breizh
- Treuzkas ar brezhoneg.
- Broudañ hag harpañ oberoù ar c’hevredigezhioù
- Diorren raktresoù ha brudañ

Ti ar Vro a zo ivez ul lec’h evit: degemer, bodañ, ober, buheziñ, aozañ abadennoù, dafariñ, kelaouñ ha reiñ da c’houzout. Ul lec’h eo ivez evit burevioù. Al lec’h, a servij da virout bev sevenadur Breizh e Bro Gwened, a sell ivez war du an dazont. Evit se ez eus gant Ti ar Vro ur savadur staliet e-lec’h ma oa kent Skol Veur ar Wir e Gwened, 3 straed al lezenn..
Dispar eo staliet (e kreiz kêr Gwened), Tu a zo d’an dud a ra war dro sevenadur Breizh kaout plas evit ober ha tu da eskemm. Pinvidik eo an endro sevenadurel, ha bevañ a ra a-gevret an aozadurioù a ra war dro sevenadur Breizh.
Istor Ti ar Vro Bro Gwened
Pellgargañ ur PDF a gont istor Ti ar Vro Bro Gwened
Evit gouzout hiroc’h war histor Ti ar Vro Bro Gwened e c’hellit lenn an teul-mañ
Hor skipailh
Izili Ti ar Vro (dileuridi ar c’hevredigezhioù hag izili a unanik) a zo bodet ur wech ar bloaz e-doug un Emvod Meur.
Ur c’huzul merañ a zo dilennet d’ar mare-se, ha da c’houde burev ar gevredigezh.
Emvodoù a zo gant ar C’huzul merañ hag ar Burev 1 wech ar miz dre vras.
Setu izili kuzul-merañ Ti ar Vro:
- Jean-François Gouret, Prezidant (kevredigezh Baleerion Lann)
- Gilles Turlan, Bez-prezidant (levrdi Lenn ha Dilenn)
- Patrick Lavenant, Sekretour ((ezel hinienel)
- Alain Thizon, iz-sekretour (ezel hinienel)
- Divi Kerneis, Treñzorer (kevredigezh Mignoned ar brezhoneg)
- Michel Fillion (kevredigezh Radio Bro Gwened)
- Maripol Gouret (kevredigezh KDSK)
- Korentin Denis (kevredigezh Dazont ar Glad)
- Thierry Jolivet (kevredigezh Andon)
- Dominique Gicquel (kevredigezh Korriganed)
- Michel Chauvin (kevredigezh Dihunerien)
- Nicolle Le Corvic (kevredigezh Diatofolies)
- Michel Thierry (ezel hinienel)
- Erwan Olivier (kevredigezh Babigoù Breizh)
- Didier Mercier, (kevredigezh Sonerion Bro Gwened)
- Jean-François Guillouzic (ezel hinienel)
- Jacky Flippot, Catherine Latour, (kevredigezh Institut Culturel de Bretagne)
- Bernard Liset (kevredigezh Konterien ar pleg-mor)
- Bernard Carré (kevredigezh En Arben)
- Catherine Turlan-Claudon (ezel hinienel)
Ar c'hargadez a ziorren
Degemer a ra Anne-Claire ac’hanoc’h d’an eurioù-se e-pad ar sizhun (eurioù degemer a c’hell bezañ kemmet hervez ar raktresoù lañset):
- Lun ha Merc’her : 1e30 – 5e30
- Meurzh, Yaou ha Gwened : 9e30 – 12e30 / 1e30 – 5e30
Araok dont d’al lec’h, e vefe mat deoc’h bezañ sur eo digor Ti ar Vro, o vont e darempred ganeomp dre an daveenoù e-kichenn
> Dre bellgomz :
0972611689
> Dre bostel :
Pe
Abalamour da oberioù liesseurtar gevredigezh, eo ret a-wechoù d’hon animatourez bezañ en diavaez. Spi hon eus e komprenit ar redi, hag en drugarekaat a reomp.
Tiez ar Vro
Ti ar Vro Bro Gwened a zo unan eus an Emglevioù Sevenadurel Bro, ha rann eus ar roedad. 26 anezho a zo war Breizh a-bezh.
Izili rouedad Tiez ar Vro :
- Agence culturelle bretonne Morvan Lebesque (Nantes)
- Bod Kelenn (Langonnet)
- Cac sud 22 (Loudéac)
- Centre culturel breton Egin (Carhaix)
- Emglev Bro an Oriant (Lorient)
- Emglev Bro Douarnenez (Douarnenez)
- Emglev Bro Gwened (Vannes)
- Entente bretonne pays de vilaine (Bains-sur-Oust)
- Gourenez Ti Bro Gwenrann (Guérande)
- Groupement culturel breton des pays de Vilaine (Redon)
- Kerlenn Sten Kidna (Auray)
- Kevre Breizh
- Kreizenn Sevenadurel Breton (Guingamp)
- Sked (Brest)
- Skeudenn Bro Roazhon (Rennes)
- Startijenn ar Vro Vigoudenn (Pont l’Abbé)
- Telenn – Ti ar Vro Bro Sant-Brieg (Saint Brieuc)
- Ti ar Vro Bro Leon (Lesneven)
- Ti ar vro Kemper (Quimper)
- Ti ar Vro Kemperle (Quimperlé)
- Ti ar Vro Kerne-Leon-Tregor (Morlaix)
- Ti ar vro Landerne-Daoulaz (Landerneau)
- Ti ar vro Treger-Goelo (Cavan)
- Ti-douar Alre (Pluvigner)
- Tud Bro Konk (Concarneau)
- Yezhoù ha sevenadur (St Herblain)