Emañ ho pugale en un hentenn divyezhek ha c’hoant oc’h eus heuliañ o zeverioù e brezhoneg ? Ho mignoned a oar brezhoneg ha plijet e vefec’h kaozeal e brezhoneg ganto ?
An divyezhegezh a zo ur splet gwir evit ar vugale. Gantañ e vez muioc’h a ijin gant ar spered, barregezhioù bred uheloc’h a zo ganto d’an oad a 4-5 bloaz, ha mat eo an disoc’hoù skol.
Unan eus ar yezhoù keltiek eo, komzet e Breizh. Kavet eo bet skridoù e brezhoneg adalek an 8vet kantved. Hiziv an deiz eo komzet c’hoazh gant 200 000 a dud.