Kinniget e vo gant aozadur-stummañ Stumdi meur a brantad stummañ evit respont da ezhommoù stummañ an deskidi a zo o fal mestroniañ ar yezh.
Plasoù a chom c’hoazh evit ar stummadur evit an deraouidi « Ar brezhoneg dindan 840e ! » a vo kinniget adal Miz Gwengolo 2021. Ar stummadur-mañ a zo ur stummadur micherelaat ha diplomus (DBY – Diplom Barregezh war ar Yezh).
PRANTAD O TONT : 09/09/2021→25/03/2022. (Eil prantad : Genver → Gouere 2022)
Kinniget e vez ar stummadur-mañ war 7 lec’h war 3 departamant : Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed ha Morbihan.
ARADON, BREST, GWENGAMP, LANDERNE, PLAÑVOUR, SANT-BRIEG ha GWENED (diouzh an niver a enskrivadurioù).
Ur servij heñchañ a vez kinniget evit sikour ar stajidi o deus c’hoant da wellaat o doareoù da glask postoù-labour divyezhek e-pad ha goude ar stummadur hir.
Aozadur stummañ grataet, ar stummadurioù a c’hell bezañ kemeret e karg e meur a zoare. Publik : tud dilabour, implijidi hag hiniennoù.
→ Arc’hantaouiñ ar stummadurioù
Deuit e darempred ganeomp evit kaout muioc’h a ditouroù :
02 98 21 39 94 / contact@stumdi.bzh / www.stumdi.bzh