Degemer » Keleier » Abadennoù e brezhoneg e steuñv « Esteurel ul levr : emgav gant un oberour hag ur skeudennour evit ar re yaouank » eus GMVA

Abadennoù e brezhoneg e steuñv « Esteurel ul levr : emgav gant un oberour hag ur skeudennour evit ar re yaouank » eus GMVA

ur pennad-hent e brezhoneg gant Maryvonne Berthou !

Nevezenti ar bloaz-mañ e steuñv

« Esteurel ul levr : emgav gant un oberour hag ur skeudennour evit ar re yaouank »
eus Mor Bihan Gwened Tolpad :

ur pennad-hent e brezhoneg !

E kenlabour gant Ti ar Vro – Bro Gwened, ti sevenadur Breizh e Bro Gwened, emañ Maryvonne Berthou deuet da vuheziñ daou stal-c’hoari, sonerezh ha brezhoneg e-leizh enno.

Kenaozet eo an abadenn gant Mor Bihan Gwened Tolpad hag arc’hantaouet ganto, e korf an obererezhioù sevenadurel « Déclic ».

Meur a abadenn a ya d’ober ar steuñv « esteurel ul levr » : abadennoù da anavezout un oberour pe un skeudennour, e ved, e zoare da labourat, e-kerz a bep seut emgavioù.

Ar bloaz-mañ, e vez lakaet ar re vihan war wel gant Maryvonne Berthou ; lakaet he deus anezho da vamañ gant he c’hoari-gerioù hag he rimadelloù, evit skoazellañ anezho da vont e-barzh bed ar brezhoneg dre o daoulagad hag o divskouarn.

Edukatourez, komedianez ha skolaerez eo bet Maryvonne Berthou, a-raok bezañ bet o labourat evel karget a embann e TES, Ti Embann ar Skolioù. Un ti-embann pedagogel publik eo TES. Gantañ e vez savet hag embannet dafar evit an holl skolioù brezhonek, publik, prevez katolik ha Diwan.

 

164 bugel eus skolioù An itron-Varia e Gregam, Julie Daubié e Sant-Teve, Santez Anna e Pleskob ha skol Diwan Gwened o deus kemeret perzh en abadennoù.

Daou zevezh kinniget a-bell d’an 23 ha 24 a viz Du, ha daou zevezh er skolioù d’an 30 a viz Du ha d’ar 1ñ a viz Kerzu.

Studiet eo bet daou levr ganto en o c’hlasoù ha gant Maryvonne Berthou :
“1, 2, 3… Rimadelloù a ri !” et “Rozenn ha Fañch al Laer” Hag un abadenn margodennoù ouzhpenn.

www.declic-gmvagglo.fr

Logo de Vannes agglomération - Golfe du Morbihan

Facebook
Twitter