Fest ar Vro
Fest ar Vro !
Lidet e vez sevenadur Breizh e korn-bro Gwened ‘pad Fest ar Vro
Un devezh hag un nozvezh a fest eo, aozet aozet gant ar c’hevredigezhioù a zo ezel eus Ti ar Vro. Un devezh hag ul lec’h eo ma c’hell kejañ eno remziadoù ha revioù, ma c’hell eskemm doareoù disheñvel a ya d’ober sevenadur Breizh.
"He fal a zo bodañ ar re a ya d’ober sevenadur Breizh e Bro Gwened, ha reiñ tu d’an arvesterien da zizoloiñ pinvidigezh ha liesseurted sevenadur Breizh e Bro Gwened. "
Fest ar Vro
Ar 25 a viz mae 2019 eo bet aozet Fest Ti ar Vro evit ar wech gentañ. Kalz a dud a zo bet eno a-hed an deiz, betek ma ve klozet gant ur Fest Noz. Un darn vat anezho o deus dizoloet spered ar rann a zo en dañs hag er sonerezh vreizhat. Mesk dañserien ampart gant re a oa o kregiñ gant an dañs o deus roet un dañvañ eus ar pezh a zo da vezañ gwarezet er Festoù Noz. Evit an holl eo bet seurt deiz ur varead drantiz, da c’hortoz ar wech a zeu.
An abadenn gentañ-se, en ul lec’h staliet e-kreiz Gwened, en deus roet tu da ziskouez arzourien hag artizaned sevenadur Breizh.
Pour fêter les 10 ans de Ti ar Vro, nous vous invitons à 10 fêtes dans différentes communes du Pays de Vannes.
De nombreuses animations sont proposées : participation de chorales, fest-noz, contes, expositions, jeux, conférences, ateliers divers… Des espaces de restauration sont également prévus pour accueillir les passants attirés par la bonne ambiance de cet événement dans un lieu propice à la flânerie.
L’accès est gratuit et ouvert à tou.t.es.
Des participants de tous horizons pour partager le temps d’une journée leur savoirs, leur histoire et leur bonne humeur.
Festoù ar Vro o tont
LAn eil abadenn a oa sañset bezañ dalc’het an 23 a viz mae 2020. Nullet eo bet siwazh an devezh, e-giz tout an abadennoù all, abalamour d’ar “Covid 19 ». Chom a ra bev koulskoude ar mennoz hag ar c’hoant. Adlañset e vo gant un deiziad nevez pa vo tu.
Evit an emgav da zont, ez eo bet diskleriet dija gant perzhidi o doa c’hoant bezañ eno ha kemer perzh. Un doare eo evito da ziskouez pezh a grouont d’ar re a ra war dro sevenadur Breizh, ha kement d’ar re he zizolo.



