Kentelioù Brezhoneg
Ar c'hentelioù brezhoneg e korn-bro Gwened
Emañ ho pugale en un hentenn divyezhek ha c’hoant oc’h eus heuliañ o zeverioù e brezhoneg ? Ho mignoned a oar brezhoneg ha plijet e vefec’h kaozeal e brezhoneg ganto ?
C’hoant hoc’h eus kompren an abadennoù e brezhoneg skignet gant radio Bro Gwened pe radiooù all, pe evit deskiñ yezh ar vro ?
Kinniget e vez kentelioù brezhoneg gant Ti ar Vro hag he c'hevredigezhioù ezel!
Kartenn ar c'hentelioù brezhoneg
Lorem ipsum dolor sit amet, consectetur adipiscing elit, sed do eiusmod tempor incididunt ut labore et dolore magna aliqua. Ut enim ad minim veniam, quis nostrud exercitation ullamco laboris nisi ut aliquip ex ea commodo consequat. Duis aute irure dolor in reprehenderit in voluptate velit esse cillum dolore eu fugiat nulla pariatur.
Meur a live a zo, gant un doare kelenn azasaet :
Live A1 : Meurzh 9e20 – 10e50 (deraoudi)
Live A1 : Meurzh 7e15 – 8e45 (deraouidi)
Live A1 : Merc’her 5e30 – 7e00 (deraouidi)
Live A2 : Meurzh 10e55 – 12e25 (kendalc’herien)
Live A2 : Merc’her 7e15 – 8e45 (kendalc’herien)
Live B1 : Merc’her 5e30 – 7e00 (etredidi)
Live B2 : Lun 7e15 – 8e45 (ar re akuit)
Live C1 : Merc’her 7e15 – 8e45 (ar re barrek)
Live C2 : Yaou 10e00 – 11e30 (ar re barrek)
Evit klokaat ar c’hentelioù brezhoneg e kinnigomp deoc’h lec’hioù pleustriñ dre gomz, diouzh pep live :
Live A1 : Lun 5e30 – 7e00 (deraouidi)
Live A2 : Yaou 7e15 – 8e45 (kendalc’herien)
Live B1 : Meurzh 5e30 – 7e00 (etreidi)
Ar c’hentelioù a zo prientet evit tud gour (pe bugale bras). Mesk ha mesk e vez desket brezhoneg dre al levr, an eskemmoù gant ar c’helenner pe etre skolidi. Kalz a vez graet dre gomz evit ma c’hellfe buan ar skolidi komz kenetrezo. Studiet eo an doare distagañ , ar yezhadur, ar gerioù, hag ar gaoz.
Kentelioù e korn-bro Gwened
Strolladoù kaoz a zo aozet ivez. Evit an dud o deus c’hoant kaozeal diliamm e brezhoneg, skrivañ ha treiñ testennoù er yezh all, selaoù teuliadoù kleweled evit kustumiñ skouarn pep hini d’an diforc’hoù a zo etre rannyezhoù ar brezhoneg.
Bez e c’hellit en em enskrivañ o leuniañ ar furmskrid amañ-dindan pe o vont e darempred gant Ti ar Vro.
Stumadurioù hir aozet gant Stumdi
Gant Ti ar Vro Bro Gwened eo degemeret ivez stummadurioù hir aozet gant Stumdi. Ar stummadurioù ginniget a gas d’ur berzhegezh vicherel ha d’un diplom. E pad 6 miz (840 eurvezh) emaoc’h stummet evit-se. Gouzout hiroc’h…


