Dañsal

Degemer » Obererezhioù » Dañsal

Fellout a ra deoc'h dañsal ?

Fellout a ra deoc’h dañsal ?
Posubl e vo deoc’h….

Arouezus eus sevenadur Breizh eo an dañsoù hengounel. Gant ar c’hentelioù kinniget gant ar c’hevredigezhioù e c’hellit en em soubañ e aergelc’h festoù-noz ar vro. Kalzig kevredigezhioù a gavit war hol lec’hienn. Kavit an hini tostañ eus al lec’h m’emaoc’h o chom.

Eus ar c'host er c'hoat d'ar fisel, eus ar gavotenn pourlet d'ar plinn, ne vo kevrin ebet ken evidoc'h a_drugarez d'ar c'hentelioù daéns kinniget gant kevredigezhioù ar vro.x cours mis à votre disposition par les associations de danses bretonnes.

N’eus oad ebet evit deskiñ.

Mesket e vez an holl remziadoù oad, paotred ha merc’her, breizhizi a-orin pe get, hollvedel eo an dañs.

Deraouiad oc’h? Deuit da vezañ dañser.ez barrek gant ar c’hentelioù kinniget gant ar c’hevredigezhioù ezel eus Ti ar Vro.

Degemer mat e bed an dañs breizhek lec'h, bed ar vreudeuriezh hag al liamm etre ar remziadoù !

Ar c'hentelioù e korn-bro Gwened

Kevredigezhioù zo enskrivet war holl lec’hienn dija. Met ne gaver ket an holl kevredigezhioù e korn-bro Gwened hag a ginnig kentelioù dañs c’hoazh. Tamm-ha-tamm a vo ouzhpennet ar re a vank. Deuit e darempred ganeomp evit kas titouroù!

Embarzhit rouedad ar c'hevredigezhioù engouestltet evit sevenadur Breizh tro Gwened. Emezelit Ti ar Vro!

Pep hini h.e live. Evit lod e vo ar evit ar blijadur hepken, ha lod a gemero perzh e kenstrivadegoù an hañv (fest an dañs fisel e Rostren da skouer).

War lec’hienn Ti ar vro e kavit ar c’hentelioù a glot gant ho live hag o c’hoantoù.

Ne gaver ket ho kevredigezh amañ?

Dre al liamm amañ-dindan e c’hell ar c’hevredigezhioù n’int ket renablet war al lec’hienn c’hoazh bezañ ouzhpennet.

Kontañ a reomp warnoc’h holl evit klokaat roll ar c’hevredigezhioù a agver war al lec’hienn.

Sellet ouzh kartenn ar c’hevredigezhioù renablet e korn-bro Gwened . N’eo ket klok penn-da-benn. Tamm-ha-tamm e vez graete vragoù da Yann!

Ar c'hentelioù dañs e korn-bro Gwened