8/05/2018 E tonet emañ ar REDADEG !

Redadeg 2018

E tonet emañ ar REDADEG ! Mirit an deiziad evit an noziad !
La REDADEG arrive ! A mettre à votre agenda pour la soirée !

E tonet emañ Ar Redadeg e Kornad Bro Gwened d'ar Meurzh 8 a viz Mae.

Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz. Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn !

Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz, bepred evit skoazellañ ar yezh er gevredigezh a-vremañ, ar c’helenn pe ar mediaoù, implijout ar yezh er vuhez foran, reiñ tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh…E 2018 o bet dibabet da skouer : ur rouedad sokial e brezhoneg, kentelioù brezhoneg dre ar video, ur CD sonerzh a-vremañ e brezhoneg evit ar skolajidi hag al liseidi, ur daio e brezhoneg e Naoned…

Tremen a ra dre 5 departamant Breizh a-hed 1800 km ha dre vuioc’h a 300 kumun

Difenn a ra ar Redadeg gêr-stur « Brezhoneg ha plijadur ». Gallout a reer redek gant ar familh, etre mignoned pe genlabourerien, treuzwisket, en ur seniñ, heuliañ ar Redadeg war droad pe gant botoù-ruilh, gant karrigoù-babig pe war varc’h-houarn.

An eurioù pennañ tremen ar Redadeg e Kornad Bro Gwened d’an 8 a viz Mae: Muzillleg : 7 e 33 noz, An Drinded-Surzhur : 8 e 30 noz, Teiz : 9 e 13 noz, Sine : 9 e 56 noz, Gwened kreiz : 10 e 27 noz, Sant-Teve : 11 e 11 noz, Pleskob : 11 e 42 noz, Gregam  : 0 e 32 mintin.

Kemer plijadur eo ar pal kentañ, bezañ gwelet ha diskouez omp niverus o vezañ mennet gant ur yezh vev e Breizh hag evel just un dro vrav da glevout ha da gaozeal brezhoneg !

Program tremen ar Redadeg ha darvoudoù e kornad Bro Gwened da bellgargañ amañ !

La REDADEG arrive en pays de Vannes le mardi 8 mai. La Redadeg est une course de relais lancée en 2008 et qui a lieu tous les deux ans. Festive, populaire et engagée, elle traverse la Bretagne, de jour comme de nuit pour symboliser la transmission d’une langue bretonne vivante, créative et dynamique, à travers les générations et les territoires.

Pour soutenir des projets en faveur de la langue bretonne les kilomètres sont vendus aux porteurs du bâton-témoin et le bénéfice est redistribué au financement de ces projets. Ce sont des initiatives nouvelles sélectionnées sur dossier, elles sont très diverses et peuvent concerner l’enseignement, les loisirs, les médias, le sport ou la culture mais toujours favorisent la pratique du breton dans la vie sociale et familiale. A titre d’exemple cette année : un réseau social en breton, une radio en breton à Nantes, des cours de breton en vidéo, un CD de musiques actuelles en breton à destination des collégiens et lycéens… Cette année, la course parcourt les 5 départements bretons sur 1800 kms en traversant plus de 300 communes.

La Redadeg défend le principe « Brezhoneg ha plijadur » ! « langue bretonne et plaisir » ! Hors les porteurs de témoin, la course est gratuite, libre et ouverte à tous. On peut y courir en famille, entre amis ou collègues, déguisé, en musique, suivre la course à pieds ou en rollers, en poussettes ou à vélo…

Les principaux horaires le mardi 8 mai en Pays de Vannes : Muzillac : 19 H 33, La Trinité-Surzhur : 20 H 30, Theix : 21 h 13, Séné : 21 h 56, Vannes Centre : 22 H 27, Saint-Avé : 23 H 11, Plescop : 23 h 42, Grand-Champ  : 00 h 32.

L’essentiel est de participer, de s’amuser et c’est aussi l’occasion d’entendre, de faire entendre et d’utiliser le breton ! Alors venez courir nombreux !

Le programme de la REDADEG 2018 en pays de Vannes à télécharger ici !

blog/news/8/05/2018_e_tonet_eman_ar_redadeg.txt · Dernière modification: 2018-05-04 09:54 par daniel.deveaux